Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
  Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Profoù Nedeleg !

Profoù Nedeleg !

3535

Secret Santa a zo bet lidet hiziv gant kalzig a skolajidi, e-kerzh ar gentel saozneg, alamaneg met ivez gant an diabarzhidi 5vet. Bleuenn a oa laouen-tre o resev he frof Nedeleg digant NaolÏn!

Klub filmoù-chakod

Klub filmoù-chakod

3535

Bep Yaou abaoe penn kentañ ar bloaz e teu Manon da gas ur c'hlub filmoù chakod gant Arthur hag Onenn. Ul labour brav eston o deus kaset, ha filmet eo bet pep-tra ganto dimeurzh paseet. Mall bras warnomp gwelout ar film!!!!

Fotoioù beilhadegoù !

Fotoioù beilhadegoù !

3535

Beilhadegoù dre live a vez aozet evit an diabarzhidi abaoe penn kentañ ar bloaz. A bep seurt traoù a vez graet ganto : c'hoarioù kevredigezhel, c'hoari "piv on?", Den bleiz, C'hoariva war ar prim, Ar cherif hag ar lazher,...

Ul loch brav evit lakaat ar mirc'hi-houarn er goudor!

Ul loch brav evit lakaat ar mirc'hi-houarn er goudor!

3535

Nedeleg laouen d'an holl!

Nedeleg laouen d'an holl!

3465

Bep bloaz e vez fardet kinkladurioù gant skolajidi ar c'hlub labour-dorn evit Nedeleg. A vloaz da vloaz neuze ez eus muioc'h mui a draoù evit fichañ kaer ar skolaj. Gourc'hemennoù d'ar c'hlasad 5vet Mervent evit ar c'hinkladur brav...

Ul lochig evit ar mirc'hi-houarn

Ul lochig evit ar mirc'hi-houarn

3432

Ur skipailhad a vil micher a zo er skolaj! A-benn nebeud e vo ul loch evit ar mirc'hi-houarn a-drugarez da Erwan, Emilie, Bleuenn ha Youn dreist-holl evel-just!

Yer kenfinet ?

Yer kenfinet ?

3406

Ha n'eus ket tra-walc'h gant ar C'hovid ? Setu bremañ ar virus H5N8 war ar yer! Na rit ket bil, n'int ket klañv ha ne c'hell ket ar virus bezañ paket gant Mab-den. En diarbenn, chom 'rae deomp ar choaz etre kenfinañ anezho en o loch...