Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
  Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Plantañ tulipez er skolaj

Plantañ tulipez er skolaj

81

E-giz bep bloaz eo bet profet tulipez hag ognon d'ar skolioù Diwan Kemper ha d'ar skolaj gant ar "Rotary Club". Ar skolajidi 'zo bet laouen o plantañ an tulipez dirak ar skolaj hag e-kichen ar porzh. Dav eo gortoz an nevez-amzer bremañ...

Nedeleg er skolaj

Nedeleg er skolaj

3532

Setu erruet spered Nedeleg er skolaj ! Kinkladurioù e pep lec'h er skolaj, sonerezh Nedeleg war ar porzh, skolajidi gant bonedoù Nedeleg, ur genstrivadeg stammennoù Nedeleg, ur boom Nedeleg en hunva ... ha memes gwez Nedeleg e 3G hag...

Tresadennoù-bev e brezhoneg da welet evit netra war Brezhoweb

Tresadennoù-bev e brezhoneg da welet evit netra war Brezhoweb

3532

Tresadennoù-bev e brezhoneg da welet evit netra war Brezhoweb da vare an Nedeleg, adal hiziv ! Brezhoweb a ginnig daou film bevaat digoust e brezhoneg evit ar familhoù da vare an Nedeleg: - Zog 2 (adal 3 bloaz / dès 3 ans) : https://www.brezhoweb.bzh/Zog-vezeien-nij-film-bevaat-nedeleg_fiche_4216.html...

Pennad kazetenn war Kroashent Kerne e Ti ar Brug.

Pennad kazetenn war Kroashent Kerne e Ti ar Brug.

3285

Setu ur pennad kazetenn diwar-benn dazont an Ephad kozh "Ti ar Brug" skrivet gant Nelly Cloarec (Ouest France). - Pôleculturel.pdf

Skolaj er sinema

Skolaj er sinema

3252

An daou glasad 4re a zo bet er sinema dec'h goude-merenn evit kemer perzh er raktres "Skolaj er sinema". Aozet eo ar raktres gant ar CNC (Centre National du Cinéma et de l'Image animée). Ar skolajidi a zizolo filmoù e-pad skignadennoù...

Sizhun diwezhañ a-raok ar vakañsoù

Sizhun diwezhañ a-raok ar vakañsoù

2935

Evit ar sizhun diwezhañ a-raok vakañsoù an Hollsent he doa raktreset ar vuhez-skol ur "Boom Halloween" en hunva dilun. Tremenet eo bet mat. Ar skolajidi o deus dañset ha debret madigoù. Ar skipailh ha skolajidi 'zo a oa treuzwisket....

Here Roz er skolaj

Here Roz er skolaj

2795

Kemeret eo bet hiziv ur foto war ar porzh gant ar skolajidi hag izili ar skipailh gwisket e roz evit Here Roz. Pal Here Roz 'zo lakaat war wel krign-bev ar vronn. Aozet eo bet diwar goulenn ar skolajidi.

Abadenn Laz-kanañ Sant Meryn

Abadenn Laz-kanañ Sant Meryn

2751

Setu ar fotoioù evit an abadenn gant Laz-kanañ Sant Meryn. Ar strollad a oa deuet er skolaj diriaou. Ar skolajidi o doa kanet "Bro Gozh ma zadoù" gant al laz-kanañ. Dedennus ha fromus e oa. Izili Laz-kanañ Sant Meryn o doa bet plijadur...

<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 20 30 40 50 60 70 80 90 100 > >>